Kazetennerez hag eil-pennskridaozerez er gazetenn Bretons. Heuliet ganti red-skol Diwan betek ar bak.
Gellout a rez en em ginnig ?
Ganet on e Bro-Naoned ha hiziv emaon o chom en Oriant. Kazetennerez on er gelaouenn Bretons hag eil-pennskridaozerez on ivez, da lavaret eo e kemeran perzh e aozañ an embann.
Penaos peus desket brezhoneg ? Peseurt studioù peus graet ?
Komz a ran brezhoneg ma zud, ar brezhoneg zo ma yezh kentañ neuze. Dibabet o deus ma zud lakaat ac’hanon e skol Diwan Naoned, hag a oa ur skol nevez krouet d’ar mare-mañ. Evito e oa un doare da stourm evit o yezh. Eñvorennoù mat-kenañ meus eus ar skol-se. Ne oamp nemet dek bugel evit kregiñ, liammoù kreñv etrezomp ha darempredoù tost gant ar gelennerien. Ar bloavezhioù kentañ e oa posupl din pediñ an holl skol d’am deiz-ha-bloaz ! Ne oa ket eus ur skolaj Diwan e Naoned d‘ar mare-se, neuze ur wech erruet d’ar c’hwec’hvet klas on bet en d’ur skolaj all gant un opsion brezhoneg. Amañ ‘meus komprenet e oa Diwan ur skol dreistordinal. Mankout a rae din an aergelc’h-se memes tra. Setu perak, pa oa bet digoret ur skolaj Diwan e Kemper ur bloaz just goude, m’oa goulennet gant ma zud kas ac’hanon betek enno evit ma pempvet klas. Goude on bet da lise Diwan Karaez (al lise Diwan nemetañ d’ar mare-se) ha setu penaos moa heuliet ur red-skol e brezhoneg betek ar bak. Ma studioù uhel meus heuliet e skol-veur Naoned e sokiologiezh hag e Skiantoù Politikel e Roazhon betek ar master kazetennerezh.
Peseurt buhez micherel peus bet ? Atav peus implijet ar brezhoneg barzh da labour ?
Ya. Meus ket bet ezhomm klask e-pad pell. Graet meus ur staj e ti an embannadurioù Blanc et Noir, a embann ar gelaouenn Bretons, evit klokaat ma master 2 kazetennerezh ha kinniget eo bet din diouzhtu war-lerc’h ur post evel kazetennerez enno. Kroget meus gant un hanter-amzer, klokaet gant ur post- kelennerez brezhoneg e Diwan. Roet em eus kentelioù-noz ivez. D’ar mare-se ’m eus merzet e oa ken disheñvel ar galleg hag ar brezhoneg. Pa oa ret din displeg reolennoù yezhadur da dud all. Rak pa vezer divyezheg a vihanik, e cheñcher yezh ha doare soñjal hep merzout. Naturel eo. Evit-se ivez meus bet ar c’hoant da skrivañ al levr Kenavo ?, lec’h ma tisplegan seurt diforc’hioù spered a zo gant ar brezhoneg e keñver ar galleg.
Da lavaret eo n’eo ket bet diaes dit deskiñ galleg ? Peus ket bet ar santimant kaout dale e keñver bugale all a oa o komz galleg en o zi ?
Tamm ebet. Divyezheg a vihanik on rak ar galleg zo tro-dro deomp er gevredigezh. Em familh e oa ivez tud o komz din e galleg. Kentelioù galleg hon oa e Diwan ha disoc’hoù mat oa gant an holl. Lennet meus studioù hag a ziskouez eo uheloc’h zoken der vras al live galleg gant ar vugale a zo e skolioù brezhonek. Ar santimant meus bezañ bet aezamant evit deskiñ yezhoù all ivez. Komz a ran saozneg ha spagnoleg mat a-walc’h. Ne c’hellan ket lavarout on pederyezherez hiziv an deiz met gouzout a ran e c’hellfen mestroniañ unan eus ar yezhoù-se o chom un nebeud mizioù en estren-vro. D’am soñj bezañ bet desavet e div yezh neus desket din soñjal er yezh meus c’hoant da implijout e lec’h soñjal e galleg ha goude klask treiñ ar frazenn meus c’hoant da lavarout.
Madoù all peus remerket eus bezañ bet graet Diwan ?
Bezañ desket istor ha douaroniezh ar vro. Kalz tud sachet gant Breizh o deus da zeskiñ-se en o-unan gant levrioù pe er skol-veur rak ne vez ket desket-se d’ar vugale er skolioù all ! Evit pezh a sell ouzh an douaroniezh eo aes-tre deomp gant ma vez er skolaj hag el lise tud yaouank hag a zeu eus un tammig pep lec’h e Breizh. Pedet oamp alies d’un deiz-ha-bloaz pe d’ur gouel bennak e ti mignoned tu all Breizh ! Se a lak ar re yaouank da zeskiñ buan douaroniezh ar vro ha da vezañ emren ivez evit chom hep goulenn re d’ar gerent ! Ouzhpenn anavezout mat sevenadur Breizh meus bet ar santimant neus kaset din skol Diwan bezañ kuriusoc’h war sevenadurioù all ivez. Da skouer meus bet tro da zeskiñ arabeg el lise. An opsion-mañ oa ral d‘ar mare-se.
Dibabet ho peus Diwan evit ho pugale ivez neuze ?
Din-me e oa anat. C’hoant meus d’am bugale kaout ar memes chañs bezañ en ur skol gant klasoù skañv, darempredoù prim hag aes gant ar skolaerien, raktresoù liesseurt. Ar skolioù Diwan a c’houlenn gant ar gerent kemer perzh er raktres kevredigezhel. Digoust eo 100% met pedet omp da gemer perzh e buhez ar skol. N’eo ket ur servij da goñsomiñ ! Da skouer, gouzout a ran dija e vo deomp da blantañ gwezh e porzh ar skol e-pad ar goañv. Ha se a blij-din justalamant. Kemer perzh e deskadurezh ma merc’h en ur gemer perzh e buhez ar skol. Pa oan me er skol moa kavet plijus a-fed bugel bezañ er festoù-noz kevredigezhel pe c’hoazh skoazellañ er stalioù gwerzhañ krampouezh gant ma c’herent.