Accueil » Dibab ar brezhoneg
Perak choaz an divyezhegezh galleg-brezhoneg?
Ur c’hursus e brezhoneg digor d’an holl vugale
Eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e c’haller ober e hent e brezhoneg, hag ober e gresk gant ar yezh. Er skolioù ma kinniger un hentad divyezhek d’ho pugale e lakaer holl brogrammoù an Deskadurezh-Stad da dalvezout. E-touez an teir rouedad skolioù disheñvel ma kinniger ar brezhoneg e kavot, sur a-walc’h, an hentad pedagogel a zo diouzh ho toare.
Kaout un tañva eus al liesyezhegezh
Ar vugale a stumm o barregezhioù komz a-raok 7 vloaz. D’ar mare-se e teskont distagellañ ar sonioù ha liammañ anezho ouzh sterioù. Stummañ a reer ar varregezh-se ur wech hepken en e vuhez. Ar mare gwellañ eo evit divorfilañ ar vugale eta ha deskiñ dezho komz meur a yezh. Ar fed da liammañ meur a c’her ouzh un hevelep ster a liesa o frederi, o c’homprenidigezh hag o barregezh difetisaat : barregezhioù hag a ya da vagañ o doare da welet ar bed.
Ar brezhoneg, ur yezh eus Breizh
Ar brezhoneg, ur yezh vev
Ur yezh leun a ster
Kompren meur a yezh a ra d’an den en em binvidikaat ha bleuniañ, rak pep yezh he deus dibarderioù semantek ha sevenadurel. Pa vez desket ur yezh e vez desket diwar-benn ar bed a ya ganti. Kalz a c’herioù, da skouer, n’o deus ket a gevatal eus an eil yezh d’eben. Kalz a droioù-lavar n’eus anezho nemet en ur yezh hag a zoug enno prederouriezh pep sevenadur.
Ur yezh hag a ya d’ober identelezh Breizh
Ar brezhoneg a vez klevet, gwelet, lennet en un doare naturel en hor buhez pemdeziek – anvioù-lec’h, anvioù-tud, mediaoù, internet, rouedadoù sokial, embann, kreizennoù- dudi – ha muioc’h-mui er bed micherel. Evel-se, deskiñ brezhoneg zo un dra vat a c’haller gantañ kemer perzh e buhez sevenadurel ar vro, ha reiñ ur ster dezhi.
Ar brezhoneg a grou liammoù
Sonioù disheñvel diouzh re ar galleg, evit liessaat an deskoni.
An disheñvelderioù yezh etre ar galleg hag ar brezhoneg a liesa hollad barregezhioù ar bugel a-fet ar fonetik, ar gerioù hag ar yezhadur. Rak ar sonioù, ar gerioù hag an doare da sevel frazennoù e brezhoneg zo disheñvel-kenañ diouzh re ar galleg. D’ar mare m’emañ ar vugale o tiorren o skouarn ez eo pouezus evito klevet ar brasañ niver a sonioù liesseurt. Ober a raint o c’hresk evel-se gant un dibab sonioù ledanoc’h.
Kerkent ha 2 pe 3 bloaz e tesko ar vugale urzhiañ ar gerioù evit stummañ frazennoù. Aze c’hoazh, gant an disheñvelderioù bras etre ar galleg hag ar brezhoneg e c’hallo ar vugale divyezhek dont da vezañ gwevn a-fet spered. Kement-se a harpo o barregezhioù e danvezioù all hag evit deskiñ yezhoù all goude-se. Harpañ liesseurted ar yezhoù e-pad o bugaleaj a dalvez kement ha reiñ tro d’ar vugale da zeskiñ aes er skol goude-se.
Yezhoù hag en em gloka an eil eben
Morse ne vez kevezerezh etre ar yezhoù. Seul vui e vez desket yezhoù, seul aesoc’h e vo deskiñ yezhoù nevez. Seul vui e vezer kustum da dremen eus an eil yezh d’eben, seul aesoc’h e teu da vezañ deskiñ yezhoù nevez. Evel-se e teu aesoc’h d’an darn vrasañ eus an divyezherien abred ober gant o yezhoù ha diorren a reont ur boellegezh a-fet ar yezhoù hag a ro tro dezho da zont da vezañ teiryezherien pe pederyezherien e dibenn o amzer er skol.
“Ned a ket ar yezhoù en-dro e mod lestroù eus an eil d’egile. Morse ne vez kevezerezh etre ar yezhoù. Seul vui e vez desket yezhoù, seul aesoc’h e vez deskiñ yezhoù nevez. (…) Deskiñ ur yezh ne noaz ket da zeskiñ ur yezh all, er c’hontrol bev” Gilbert Dalgalian, yezhoniour
Papa, Maman, on y va!