Accueil » Kavout ur skol
Kavout ma skol divyezhek
Hiziv ez eus ouzhpenn 300 skol o kinnig ar c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg adalek ar skol-vamm e Breizh. Kavit an hini a vo mat evit ho pugel gant bloazlevr ar skolioù publik, prevez pe kevredigezhel pe en ur implijout kartenn ar skolioù e traoñ ar bajenn.
Ar rouedadoù kelenn disheñvel
Teir rouedad disheñvel a ginnig kelenn ar brezhoneg : bez’ ez int tri doare disheñvel en em gloka an eil egile evit ma vo kavet ganeoc’h ar skol a vo mat evit ho pugel. Pe e vefe er skolioù publik, er skolioù katolik pe er skolioù kevredigezhel Diwan, doujañ a reont holl da brogrammoù an Deskadurezh-Stad en ur lakaat argerzhioù an divyezhegezh abred e pleustr. Kit e darempred ganto eta ha kit d’o dorioù digor a gavot ar roll anezho en hon deiziataer. Gallout a rit ivez en em gavout gant ar c’hevredigezhioù tud skolidi, a vez douget raktresoù ganto e pep hini eus an teir rouedad.
Diwan
Ur rouedad skolioù, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan.
Div Yezh
Ar c'helenn divyezhek publik zo :
Lec'hienn ar rektorelezh
Divaskell
Ar c'helenn Katolik e Breizh
Lec'hienn ar c'helenn katolik
Ofis Publik ar Brezhoneg
Ur servij publik gouestlet da ziorren implij ar brezhoneg eo an OPAB. Un ostilh publik eo, a c’hellit mont e darempred gant e 30 gwazour dasparzhet war ar vro a-bezh, respontoù ho po d’ho koulennoù diwar-benn ar c’helenn brezhoneg er skolioù. Ajañs diorren an Ofis Publik a zegaso deoc’h he mailhoni hag he skiant prenet war an dachenn. Evit tapout muioc’h a ditouroù, emgav war lec’hienn an OPAB.
Kartenn ar skolioù
E gwer : ar skolioù publik divyezhek.
E melen : ar skolioù katolik divyezhek.
E mouk : ar raktresoù digeriñ evit an distro-skol.