Accueil » FAG
Foar d'ar goulennoù
Goulennoù ho peus, sur a-walc’h, diwar-benn an divyezhegezh abred galleg-brezhoneg. Setu un dibab goulennoù hag a vez savet peurliesañ gant an tadoù hag ar mammoù. Emichañs e kavot an holl ditouroù ho peus ezhomm en hor respontoù. Koulskoude, ma ne gavit respont ebet enno, e c’hallo an tadoù hag ar mammoù o deus choazet an divvyegezh galleg-brezhoneg evit o bugale respont d’ho koulennoù. Kit e darempred eta gant ar c’hevredigezhioù kerent skolidi Diwan, Div Yezh et Divaskell.
Ha ret eo din komz brezhoneg evit enskrivañ ma bugel en ur c’hlas brezhoneg ?
N’eo ket, tamm ebet ! En deiz hiziv, an darn vrasañ eus an tadoù hag ar mammoù a gas o bugale d’an hentadoù divyezhezek ne gomzont ket brezhoneg. Ar pep pouezusañ eo diskouez oc’h dedennet gant an hentadoù-se ha reiñ kalon d’ho pugel evit deskiñ traoù, pe e vefe e brezhoneg pe e galleg.
Ha ne vo ket re a vec’h war ma bugel abalamour d’ar brezhoneg ?
Pegoulz e vo desket ur yezh estren (saozneg, alamaneg, spagnoleg…) gant ma bugel ?
Perak deskiñ brezhoneg kentoc’h eget saozneg adalek ar skol-vamm ?
“Deskiñ ur yezh rannvroel abred a vroudo ar vugale da zeskiñ yezhoù estren all. Dre an hent- se e vo kaset ar vugale da vezañ Europiz warc’hoazh. Ar saozneg, o vezañ m’eo ur yezh hollvedel brizhofisiel he statud ne ro ket c’hoant d’an dud da zeskiñ yezhoù all.”Claude Hagège, yezhoniour e “L’enfant aux 2 langues”.
Ha ma tilojan ?
Ouzhpenn 300 skol-vamm zo enno un hentad divyezhek galleg-brezhoneg ma vez kelennet brezhoneg, en holl rouedadoù kemmesket e Breizh. Gallout a raio ho pugel, sur a-walc’h, kavout ur skol all nepell diouzh ho ti nevez ha kenderc’hel gant un hentad divyezhek !
Sellit ouzh kartenn ar skolioù divyezhek evit kavout an hini a vo diouzhoc’h.
Ha ne vez ket tapet dale evit komz abalamour d’an divyezhegezh ?
Daoust ha n’eo ket re abred evit ma bugel deskiñ div yezh adalek er skol-vamm ? Ha ne vefe ket gwelloc’h dezhañ mestroniañ ar galleg da gentañ ?
“« E penn ar vugale yaouank ez eus neuron a-vil-vern hag al liammoù kenetrezo a vez graet aesoc’h eget e penn an dud deuet. An neuron na vint ket implijet e penn ur bugel a yelo da get : kenkoulz eo ober e vad eus barregezhioù an empenn kentoc’h eget lavaret e vefe revec’hiet” Nathalie Richard, ortofonourez.