Skol Diwan ar C’hab – Pontekroaz

plas ar Métairie
29790
Pontekroaz
06 63 51 81 35
skol.pontekroaz@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Skol Diwan Pontekroaz zo e-touez ar skolioù Diwan, ha n’eus ket kalz anezho, zo bet boulc’het o raktres gant tud n’o doa ket bugale da gas d’ar skol. Ur strollad mignoned a gave dezho e oa ur spont pa ne oa skol ebet er C’hab gant klasoù divyezhek pe dre soubidigezh. Pemp bloaz zo e oant kroget da vont da welet tiez-kêr ar C’hab, da aozañ emvodoù un tammig e pep lec’h evit kas o raktres da benn. Deut int a-benn hag un taol-kaer eo bet diouzhtu.

Degemeret int bet mat gant an ti-kêr e Pontekroaz. Skol ar C’hab a-bezh eo deut da vezañ skol Pontekroaz pa zeu ar vugale eus holl gumunioù ar C’hab. An trede bloavezh skol a grog e miz Gwengolo 2017 gant war-dro tregont bugel, goude daou vloaz nemetken !

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan pontkroaz

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.