Skol Diwan Kraozon

31 straet ar Menhir
29160
Kraozon
02 98 27 23 40
skol.kraon@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Ur skouer splann eo skol Diwan Kraozon penaos e rank an dud tro-dro d’ur skol Diwan kaout dalc’husted a-wezhioù. Digresk zo bet ur mare zo bet er skol zo 26 vloaz bremañ. Skol Diwan Kraozon zo yac’h hiziv an deiz, gant un hanterkant skoliad bennak. Ur skol liesseurt eo gant bugale a bep seurt broadoù, tud zo bet touristed e ledenez Kraozon ha deut da chom er vro, tud o labourat evit an arme ha tud eus ar vro ivez. Pedagogiezh Freinet zo bet degaset e 2010 gant ar rener er c’hentañ derez hag emañ e raktres ar skol. Er skol-vamm ez eo bet dibabet gant ar skolaerez lakaat e pleustr doareoù pedagogel Maria Montessori. Ar gizioù-se da gelenn a dizh familhoù nevez. Emren eo ar vugale, deskiñ a reont o-unan, kenlabourat a reont, kendeskiñ a reont, ar re a oar a zesk d’ar re all. Sonerezh ha kan zo kalzik ivez. Gant ar berzh ma ra ar skol bremañ ez eus familhoù zo deut da chom e Kraozon a-ratozh-kaer evit ar skol ! Mat eo an darempredoù gant an ti-kêr. Perc’henn eo an ti-kêr war ar skol ha kempennet eo bet kaer ganto ivez. Hag ur skol gempennet brav a zegas muioc’h a vugale. Liesseurt eo ar skol ha meur a yezh a vez komzet gant ar gerent : saozneg, iwerzhoneg, alamaneg, wolof, protugaleg… Ha brezhoneg eo yezh ar skol eveljust !

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo skol diwan kraozon

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.