Skol Diwan Plogastell-Sant-Jermen

1 straet Park Zale
29710
Plogastell Sant Jerman
02 98 82 24 42
skol.plogastell-sant-jermen@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Hiziv e vez degemeret war-dro 40 bugel eus strollad ar re Vihan betek ar CM2. 3 skolaer.ez a ra war o zro ha 3 ASEM. Gallout a ra ar vugale bezañ enskrivet er skol-vamm a-hed ar bloavezh-skol adalek o daou vloaz ha pa vezont emren, brezhoneg ganto pe get.

E kreiz-kêr Plogastell Sant Jerman emañ ar skol ha kemer a ra perzh e lusk ar gumun hag an tro-war-droioù a-drugarez da oberezhioù liesseurt ha kenlabour (ermaeziadennoù en ti-feurm, mediaoueg, sport e sal liesimplij ar gumun, mont da welet tud ti ar re gozh, …) hag ivez a-drugarez da guzul skoazell ar skol : ar C’huzul (kemer perzh e festoù-noz, saloñs al levrioù, Foar al Laou, pred « da gas er gêr », dastum kazetennoù…).

Pouezhus eo plas tud ar vugale ivez e-barzh buhez hag aozadur ar skol. Gallout a reont sikour an AEP a youl vat (ar gevredigezh a ver lodenn velestradurezh ar skol) pe ar c’huzul. Pep hini en deus barregezhioù ha youl evit kas mennozhioù nevez hag ul lusk d’ar skol.

Dizoloit ar skol gant ar video-mañ :

https://www.youtube.com/watch?v=ePvEFzCSDMk

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan plogastell sant jermen

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.