Skol Diwan Kemper II – Penharz

1 straet Vendée
29000
Kemper
02 98 65 18 79
skol.kemper.penharz@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Staliet mat eo ar skol abaoe daou-ugent vloaz bremañ. E-touez tadoù ha mammoù, pe kelennerien skol Diwan Kemper e adkaver kalzig a dud bet skolidi enno gwechall. Ur gouel a vo e 2018 evit lidañ an dra-se. Ret eo ivez dastum arc’hant evit paeañ an daouzek implijad zo er skol. Kemper a gas da sez Diwan e Landerne, evel kazi pep skol, ul lodenn eus an arc’hant dastumet evit sikour mont en-dro ar rouedad Diwan. Ur foar al laou a vez aozet bep bloaz e Kemper, ur c’hilometr standoù a vez, gant war-dro 230 diskouezer ha tri mil pemp kant gweladenner bep bloaz ! Ur marc’had Nedeleg a vez aozet bep bloaz e-pad ur miz e Lokorn.

Abaoe ar penn kentañ e vez graet dañs ha sonerezh e skol Diwan Kemper. Kanañ a vez graet ivez, kanaouennoù eus ar vro gant Brigitte Kloareg ha rimadelloù. Bugale a-vremañ eo bugale Diwan gant un troad er pezh zo bet a-raok. Emgavioù sport ha c’hoarioù a vez e fin ar bloaz, asambles gant skolioù Pontekroaz ha Plogastell-Sant-Jermen. Un devezh plijus bep bloaz !

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan kemper

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.