Skol Diwan Lesneven

straed Dixmude
29260
LESNEVEN
02 98 83 37 24
skol.lesneven@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Abaoe miz Du 2016 emañ skolidi Skol Diwan Lesneven en un ti nevez-flamm !

Kresket eo an niver a skolidi betek kant daou-warn-ugent en distro-skol 2018.

C’hwec’h klas zo. C’hoariva a vez graet e Lesneven. Ur c’hlasad a labour gant Strollad ar Vro Bagan bep bloaz e-pad daou viz. Kinniget e vez ar pezh-c’hoari war al leurenn goude-se gant ar vugale evit kafe ar bloaz nevez e miz Genver.

War emrenerezh ar vugale e vez pouezet kalz amañ adalek ar skol-vamm, ha war an eskemmoù etrezo, ar c’henskoazell etre ar re vihan hag ar re vras. Labourat a ra ar vugale o-unan war ar blog Beneylu ivez. Hervez ar mod ez eo kazi dek dre gant eus ar familhoù a vez o tont arallvro : Kanada, Ukraina, Breizh-Veur hag all.

Merañ melestradurezh ar skol hag an implijidi nann-gelennerien a ra an AEP.

E Lesneven ha tro-dro eo kazi bep miz ma vez aozet un abadenn bennak gant ar c’huzul skoazell, eus foarioù a bep seurt betek raid ar c’hurnig (ur redadeg e Gwiseni). Ar skodenn skol a vez roet gant kazi an holl gumunioù ma vez bugale o vont da Ziwan Lesneven, un degouezh reizh, met a c’hell seblantout ur burzhud evit kalz a skolioù all er rouedad.

Un dra dibar all : ur gevredigezh meret gant tud ar vugale hag anvet «Bod ha Boued» a ver ar c’hantin penn-da-benn.

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo skol diwan lesneven

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.