Skol Diwan Plabenneg

23 straet an Aber
29860
Plabenneg
02 98 37 64 05
diwan.plab@free.fr
http://diwan-plabenneg.bzh/
Rouedad skolioù
Diwan

Kinnig ar skol

En ur c’harrdi e oa bet ar skol da gentañ hag en un ti prevez goude se, renket gant tud ar vugale. Ret eo bet da Skol Diwan Plabenneg gortoz 2013 evit kaout ur savadur publik d’ober ur skol, ha plas a-walc’h zo evit ar skol vihan da greskiñ !

Er skol e vez graet kalzik a c’hoariva gant ar vugale er c’hentañ derez, gant sikour Strollad ar Vro Bagan. Bep bloaz, evit ar bloaz nevez, e c’hoari ar vugale dirak an dud. E-kichen ul lenn hag ur stêr emañ ar skol. E-giz war ar maez ! Un doare mat evit lakaat ar vugale da zizoleiñ an endro, ar plant hag al loened. Hag ar vugale en em gav alies er-maez evit bale. Bageal a vez graet ganto ivez en Aber Ac’h. Boued bio a vez debret gant ar vugale da greisteiz !

«Arzoù da zont» eo anv kuzul skoazell ar skol. E-pad pell ez eus bet aozet ur bern traoù tro-dro d’an artizanelezh. Brudañ ar brezhoneg eo pal ar gevredigezh ivez. Dibabet e oa bet ar raktres deiziadur kinniget ganto evit bezañ deiziadur rouedad Diwan ar bloavezh 2017. Bep bloaz e vez moullet unan dibabet e-touez an nebeut re a vez kinniget gant meur a guzul skoazell. Un doare all da zastum arc’hant eo.

Heuliañ ar c’huzul skoazell war facebook

Kas ur postel d'ar skol

Evit ho koulennoù emgavioù, ho koulennoù enskrivadurioù.

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.