Skol Diwan Kastellin

23 Straet Vras
29150
Kastellin
02 98 27 40 94 / 07 81 73 77 61
skol.kastellin@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Ur skol vihan eo skol Diwan Kastellin ha lec’hiet brav e kreiz-kêr Kastellin. Dek vloaz eo bremañ. Kaer ha nevez-flamm eo ar skol. Prenet e oa bet gant Kevredigezh an Deskadurezh Pobl hag an holl familhoù a oa en em lakaet asambles da reneveziñ an ti ! Ha deut eo brav ganto ! Dre ma oa dibosupl kavout ul lec’h skol perc’hennet gant an ti-kêr e Kastellin e oa bet soñjet e oa ret prenañ siwazh. Dre se e vez aozet kalzik abadennoù ha gouelioù gant Kuzul Skoazell ar skol. Kêr Gastellin, morgousket a vez lavaret, a grog da zihuniñ gant an holl abadennoù-se, pezh n’eo ket evit displijout d’an ti-kêr sur a-walc’h en deus darempredoù gwelloc’h-gwellañ gant ar skol. Artizanelezh ar vro a vez lakaet war wel, gant ur marc’had a ra berzh bras er vro ha pelloc’h da vare an Nedeleg. Kroget eo ivez tud ar vugale da vrudañ “Kastell Liorzh”, ur marc’had plantennoù eus ar re vravañ. Just a-walc’h, ar vugale a ra broderezh, artizanerezh ar vro ha war-dro ur jardin ivez, gant tud eus ar vro.

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo skol diwan kastellin

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.