Skol Diwan Kastell-Paol

87 straet Pont Nevez
29250
Kastell-Paol
02 98 69 28 78
skol.kastell-paol@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Brav-eston eo ar skol lojet er skol bublik kozh, un ti mein, uhel ar solieroù er c’hlasoù, feurmet digant an ti-kêr. Rannet e vez ul lodenn eus ar savadur gant kreizenn dudi ar gumun. Laouen eo an holl gant an ti-se. Un dra digustum eo ar sirk a vez graet er skol bep eil bloaz tamm pe damm kaset da benn gant kerent Diwan. Ijinet e vez un istor gant ar vugale a vez skeudennaouet gant trapez, bale war bolotennoù pe war un treust ha traoù all ! Prantadoù sonerezh a vez ivez gant ur c’helenner paeet gant an ti-kêr. Heñvel eo evit an diwallerezh zo paeet gant an ti-kêr. Amañ ez eus tri c’helenner paeet gant ar Stad hag unan gant ar rouedad Diwan. Graet e vez evel-se pa soñj da Ziwan e rank ar skol kaout ur c’helenner ouzhpenn gant an niver a vugale zo. Ar c’huzul skoazell a glask arc’hant evit paeañ ar skoazellerezed-mamm, evel e lec’h all. Ar c’huzul-skoazell a gas ivez arc’hant da sez rouedad Diwan bep bloaz, evel ma ra darn vrasañ ar skolioù, evit paeañ an holl implijidi ha kelennerien n’int ket paeet gant ar Stad. Abaoe nebeut amzer e vez aozet ur redadeg a ra berzh anvet «Diwan Express». Redadegoù pemp pe dek kilometr war an aod, ar sulvezh a-raok hanter Eost peurvuiañ.

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo kastell paol

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.