Skol Diwan Gwitalmeze

3 Straed Cullompton - Hanter Hent
29830
Gwitalmeze
02 98 48 18 30
skol.gwitalmeze@diwan.bzh
http://www.gwitalmeze.diwan.bzh/
Rouedad skolioù
Diwan

Kinnig ar skol

An hini goshañ eo skol Diwan Gwitalmeze ! Daou-ugent vloaz zo, e 1977, e oa bet digoret ar skol Diwan kentañ e Lambaol-Gwitalmeze. Meur a wech ez eus bet dilojamant. E Porsall e oa bet ar skol ivez. Met skol Gwitalmeze a chomo atav an hini gentañ er bed a-bezh o vezañ kinniget deskadurezh e brezhoneg dre soubidigezh ! Bremañ emañ e-kreiz bourc’h Gwitalmeze. Laouen eo ar skipailh da vezañ asambles gant ar skolioù all, ha tost da gevredigezhioù a bep seurt evit mont war droad er-maez eus ar skol. Pezh zo mat kar emañ ar skol o vont muioc’h-mui davet kevredigezhioù tud nammet, ti ar re gozh hag all. Mont war-zu an dud ha bezañ anavezet muioc’h c’hoazh. Klask reiñ talvoudegezh d’ar pezh a vez desket evit mont en diavaez eus ar skol, lakaat labour ar vugale war wel, ha kas ar brezhoneg e pep lec’h, setu palioù skipailh skol Diwan Gwitalmeze. Hep ankouaat e vez darempredoù gant ar greizenn vageal abaoe pell. E Miz Mae 2017 e oa bet lidet gouel daou-ugent vloaz ar skol war an ton bras. E Gwitalmeze, lec’h ar skol bremañ hag e Lambaol-Gwitalmeze lec’h ma oa bet da gentañ penn.

Kas ur postel d'ar skol

Evit ho koulennoù emgavioù, ho koulennoù enskrivadurioù.

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit kenskrivañ gant kerent ar skolidi, anavezout buhez ar skol.

logo diwan gwitalmeze

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.