Skol Diwan Baod

Straet Villeneuve
56150
Baod
09 80 41 86 15
skol.baod@diwan.bzh
Rouedad skolioù
Diwan

Kinnig ar skol

O tostaat da skol Diwan Baod e vez klevet ar vugale o vrezhonegañ. Amañ e komz brezhoneg an holl skoazellerezed-mamm. Heñchet e vez ar re vihan gant ar re vras evit tennañ o botoù kement hag evit ar brezhoneg, mod Gwened evel-just. Ur skouer e teu ar re vras da vezañ evit ar re vihan, hag ar re vras en em gav kiriek hag e vez roet talvoudegezh dezho. Un aezamant eo ivez evit ar skoazellerezed-mamm ! Labouret e vez kalz er jardrin ivez, gant blazoù, c’hwezhioù ar plantennoù hag ar frouezh. Dornataet e vez an douar. Kalz pezhioù-c’hoari a vez ivez er c’hentañ derez, ar pezh zo mat evit mont war-raok e brezhoneg hag a laka ar vugale da gaout aezamant dirak an dud ha kred enno o-unan ivez. Dañs ha kan a vez kalz er skol-vamm.

Gant ar c’huzul skoazell e vez gwerzhet ur meuz dibar eus bro Pourled e Bro Gwened, yod mell an hini eo. Ur seurt katev graet gant laezh, sukr, mell ha vioù. Teir gwezh ar bloaz e vez gwerzhet etre 1200 ha 1500 barkedigadoù yod mell bewech ! N’eo ket dister tra. Gant ar c’huzul skoazell e vez graet kement-se evel-just evit dastum arc’hant. Evel e pep skol e servij da baeañ ar wazourien arbennik ar skolioù-mamm (GWAASM), da lavaret eo ar skoazellerezed-mamm. Ul lodenn a vez kaset da sez rouedad Diwan e Landerne. Razh ar vugale e Skol Diwan Baod a ya da skolaj Diwan Gwened warlerc’h.

Kas ur postel d'ar skol

Evit ho koulennoù emgavioù, ho koulennoù enskrivadurioù.

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit kenskrivañ gant kerent ar skolidi, anavezout buhez ar skol.

logo diwan baod

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.