Ur c’hresk bras a oa bet e skol Diwan an Alre evit an distro-skol 2017. Pevar c’hlas a oa bet evit ar wech kentañ er skol. Abaoe un nebeud bloavezhioù eo bet kreñvaet ar brezhoneg e skol Diwan an Alre. Ur sell disheñvel zo evit ar bedagogiezh ivez. An hentenn Montessori zo bet degaset er skol. Divizet o deus ar gelennerien bezañ stummet evit gellet implijout an hentenn-se. E penn kentañ e veze implijet an hentenn er skol-vamm nemetken. Bremañ e vez implijet elfennoù diwar Montessori met ivez diwar Freinet er c’hentañ derez lec’h ma vez pouezet war emrenerezh ar vugale. Doujet e vez muioc’h da bersonelezh pep bugel ha kemeret e vez ivez kalz amzer evit kaozeal gant tud ar vugale a c’hell lavaret o soñj ivez. Ar saozneg a vez degaset ivez d’ar vugale a-c’houde ma’z int bihan.
Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ
Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol
Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.