Skol Diwan Savenneg

23 straet Verdun
44260
Savenneg
02 28 01 17 05
skol.savenneg@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Ur skol vihan eo Skol Diwan Savenneg, met ur skol a gresko buan en amzer da zont. Ul lec’h nevez ha brasoc’h a zlefe bezañ e 2018, gant sikour an ti-kêr, rak kalz goulennoù enskrivañ zo. Istor ar skol zo dibar. Digoret e oa bet e miz Gwengolo 2009 ha serret e-pad ur bloaz dre ziouer a gelennerien. Peurvuiañ pa serr ur skol eo tonket an traoù ha ne zigor ket mui warlerc’h. Ar rouedad o vezañ kemeret e-karg koust un taksi war-zu Skol Diwan St Nazer evit ar bloavezh. E Savenneg en doa dalc’het ar c’huzul skoazell da labourat e-pad un ehan bloaz ha digoret e oa bet ar skol en-dro. Ar c’huzul a vo e saloñs an euredoù e 2018 evit komz eus Diwan evit komz eus an dud yaouank o tont ! Labouret e vez asambles gant kuzulioù skoazell skolioù Diwan Sant-Nazer ha Naoned ivez er festival «Les Escales» e Sant-Nazer, evit derc’hel an davarn ha fardañ boued pe evit festival Anna Vreizh.

Bugale skol Savenneg a oar en em lec’hiañ. Ar gelennerien a laka anezho da veajiñ e Breizh, gant kartennoù, evit diskouez pelec’h emañ o mignoned all eus Diwan, hag er bed a-bezh gant ar redadeg bigi Vendée Globe. Klasoù natur er paludoù holen, kenskrivañ gant skol Sant-Nazer. Eno ez eont ingal gant an tren, digoust dindan pevar bloaz ! Ober a reont anaoudegezh gant istor Savenneg pa oa deut an Amerikaned e 1917 da skouer. Ha gant sikour ul legumajer eus Savenneg a gont dezho istor ar vro ouzhpenn kaozeal eus plantennoù.

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan savenneg

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.