Skol Diwan Sant-Nazer

101 straet Kroaz Amisse
44600
Sant-Nazer
07 84 59 98 41
skol.sant-nazer@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Ur skol vihan o kreskiñ eo Skol Diwan Sant Nazer, gant 48 bugel degemeret d’an distro-skol 2018. Unan e-touez ar re vravañ e Breizh e vefe ar skol, e-kichen ur skol bublik ha n’eo ket gwall uhel ar feurm. Plas zo gant ar skol koulskoude evit kreskiñ er bloavezhioù da zont. E-pad bloavezhioù ez eus bet cheñchet re alies kelennerien, ar pezh ne blije ket re d’ar gerent. Stabilaet eo an traoù bremañ. Pal ar c’huzul skoazell eo dont a-benn da gaout un trede klas a-benn daou vloaz. Abaoe m’eo bet sinet «Ya d’ar brezhoneg» gant an ti-kêr e vez graet brav d’ar skol. Paeet e vez ar skoazellerezed-mamm gant an ti-kêr zoken, abaoe miz Here 2017, evel e Karaez.
Ar vugale a ya da zebriñ e kantin ar skol bublik e-kichen. Ul liorzh bras zo er skol a vez implijet gant ar skolidi ! Gant ar programm etrevroadel «Eco-Ecole» e vez roet alioù d’ar skol evit liorzhañ en un doare biologel, hag ul leti evit an amprevaned zo bet staliet ganto. Kalz eskemmoù a vez etre Skol Diwan Sant-Nazer hag hini Savenneg.

Dizoloit ar skol gant ar video-mañ :

https://youtu.be/dN5qSlHAFD8

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan sant nazer

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.