Skol Diwan Plounevez-Moedeg

Straet Jean Moulin
22810
PLOUNEVEZ-MOEDEG
02 96 54 73 88 / 06 73 85 06 30
skol.plounevez-moedeg@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Krouet ha savet eo bet he mogerioù Skol Diwan Plounevez-Moedeg gant tud ar vugale !
Er Chapel-Nevez e oa bet e-pad daou vloaz a-raok kaout un degemer eus ar re wellañ gant ti-kêr Plounevez-Moedeg.

Ur skol war ar maez eo. Lod eus ar vugale a zeu war varc’h-houarn betek ar skol. Brezhoneg a vez kalzik er vro. An tri c’hard eus ar vugale a glev brezhoneg en o familhoù.

Brav eo savadurioù ar skol bet savet gant an dud o-unan, hag ul lodenn e koad gant gwez Koad an Noz e-kichen. Betek lod eus an arrebeuri zo bet fardet ganto ! Ur spered a-stroll kreñv zo e Plounevez-Moedeg. Tost eo an dud d’o skol.

Ur skol bublik gant un hentenn divyezhek zo er gumun ivez gant kement a vugale hag er skol Diwan. Diwan a vez choazet, aze emañ an diforc’h.

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan plounevez

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.