Skol Diwan Gwengamp

Straed ar skolioù St Sauveur
22200
Gwengamp
02 96 44 37 54
skol.gwengamp@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Ar c’hlasad kentañ a oa bet digoret ken abred ha 1980.

Un dra dibar er skol eo an darempredoù a vez gant Flandreziz, diskennidi repuadezed bet er vro da vare ar brezel kentañ. Chomet e oant pell a-walc’h evit deskiñ brezhoneg ha chomet tomm o c’halon ouzh sevenadur Breizh warlerc’h. Stefaan Oplinus zo brezhoneger ha gwaz un diskennadez anezho, Anna Oplinus, hag e teu ingal da welet bugale ar skol. Ur blakenn goun a oa bet lakaet e 2014 hag an dra-se evit treuzkas mennozhioù peoc’h ! Profourien int ivez evit skol Diwan Gwengamp.

Bugale ar skol a zeu eus ur bern kumunioù, tost da ugent. Ha ne vez ket roet ar skodenn skol gant ar c’humunioù all estreget kumun Gwengamp. Ar skol Diwan zo staliet mat e kreiz-kêr en ur skol gozh graet gant mein ha dalc’het mat gant an ti-kêr.

Kalzik sport a vez graet gant ar vugale amañ : neuial, kaiak, embregerezh-korf. Ar maezioù n’int ket pell ivez, ar porzh-houarn kennebeut, ha gant ar vugale e vez kemeret an tren a-wezhioù. Da vare Gouel Digor aozet gant Kreizenn Sevenadurel Gwengamp e miz Du, e vez kalzik abadennoù evit ar vugale.

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo skol diwan gwengamp

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.