Skol Diwan Boulvriag

17 bis straet Koad Lioù
22390
Boulvriag
09 52 78 32 10
skol.boulvriag@diwan.bzh
Rouedad skolioù
Diwan

Kinnig ar skol

Ur skol nevez a-walc’h eo skol Diwan Boulvriag, bet digoret e miz Gwengolo 2013.

A-wezhioù e vez diaes d’ur skol Diwan kavout ur savadur a-feson hag e c’hell ar c’hlask-se padout bloavezhioù. Ti-kêr Boulvriag en doa labouret da gavout ul lec’h foran evit ar skol Diwan, diavez ar vourc’h e oa. Un diskoulm zo bet kavet gwelloc’h e bourc’h Boulvriag gant ar skol. Skol gozh Sant Briag zo bet prenet gant ur c’houblad tud bugale ar skol ha kempennet. En ul lodenn ez eus ranndioù feurmet hag en ul lodenn all emañ skol Diwan Boulvriag a feurm al lec’h evit ur priz dereat.

Un dra souezhus all zo e Boulvriag met marteze e vez kont evel-se e lec’hioù all e Breizh, gwelet e vez kalzik tud n’int ket eus Breizh. Kuitaet o deus ar c’hêrioù, ur seurt liamm sokial a glaskont hag e lakaont o bugale er skol Diwan evit se. Deut int amañ evit al labour pe peogwir e plij ar vro dezho !

E skol Diwan Boulvriag e vez tennet kont eus personelezh pep bugel evit pinvidikaat personelezhioù ar vugale all, emren a-walc’h int a-benn ar fin. Implijet e vez ivez barregezhioù tud ar vugale, evit stalioù keginañ da skouer gant boued Maroko pe Portugal. Labourat a ra ar skol Diwan gant kevredigezhioù all ar vro evit ma vefe stag-mat ar skol eus ar vro lec’h m’emañ. Ha dont a ra kalzik tud eus ar vro da sikour kuzul skoazell ar skol pa vez ezhomm !

Goude ar CM2 e c’hell ar vugale mont pelloc’h gant ar brezhoneg, e skolaj Diwan Plijidi, 6 kilometr pelloc’h.

Kas ur postel d'ar skol

Evit ho koulennoù emgavioù, ho koulennoù enskrivadurioù.

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit kenskrivañ gant kerent ar skolidi, anavezout buhez ar skol.

logo skol diwan boulvriag

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.