Skol Diwan Gwenrann

7 straet ar Sénéchal
44350
Gwenrann
02 53 19 19 81
ecole@diwan-gwenrann.org

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

En deroù e kave da rouedad Diwan e oa un tammig re dost skol Diwan Gwenrann diouzh hini Sant-Nazer, da lavaret eo 25 km, ne oant ket gwall a-du evit digeriñ ur skol eno. Daoust da se e oa bet digoret ar skol e Gwenrann e miz Genver 1997 dindan un anv all «Degemer bugaligoù Gwenrann» ! Hag emañ ar banell a-us d’ar skol atav. C’hwec’h miz goude e oa deut da vezañ «Skol Diwan Gwenrann», gant ar mennet ma oa an diazezourien. Un dra dibar all eo ma vez feurmet savadurioù ar Genseurtiezh Laik evit ober ar skol, savadurioù a oa bet nevesaet gant sikour Christophe Priou a zo bet kannad ha maer Gwennrann. N’eus kuzul skoazell ebet ken e Gwenrann. Al labour dastum arc’hant a vez graet gant tud Kevredigezh an deskadurezh Pobl (KDP). Aozet e vez ur foar bitrakoù e-pad an hañv. Ur preti a vez dalc’het ivez e gouel ar grennamzer, an holl gwisket mod an amzer-se. Ha krampouezh a vez fardet a-hed ar bloaz. Amañ e Gwenrann, e dibenn pep bloavezh-skol en em gav an holl tadoù ha mammoù ha bugale evit ur gouel evito o-unan !

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan gwenrann

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.