Accueil » Skolioù » Aodoù-an-Arvor » Dinan » Skol Diwan Bro ar Renk, Dinan
Un dra a-bouez evit ar skipailh, ar gerent hag ar vugale dreist-holl, a c’hoarvez teir pe beder gwezh ar bloaz er skol da vare an distro-skol, a-raok an Nedeleg da skouer. E-pad ar prantadoù-se e vez mesket al liveoù, en em gavout a ra pep kelenner gant war-dro ugent bugel, hag ar vugale vras a sikour ar re vihan. Evel paeroned ha maeronezed int gant o filhored. Kontañ a ra kalz evit ar vugale, lorc’h a vez er re vras a ya e brezhoneg gant ar re vihan, hag ar re-mañ a wel ez eus tud estreget ar gelennerien a gomz brezhoneg !
A-hend-all e vez labouret kalz gant ar c’huzul skoazell hag ar GDP, evit dastum arc’hant evel-just. Ganto e vez atav ivez ar pal lakaat tud ar vro da dañva ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. A-drugarez dezho e vez broudet yezh ha sevenadur Breizh tro-dro da Zinan, gant festoù-noz, ur fest-deiz hag un dro-vale e miz Mae peurgetket.
Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ
Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol
Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.