Dilennet, o kemer perzh e Dihun ha Divaskell, mamm 4 bugel divyezhek galleg-brezhoneg.
Gellout a rez en em ginnig ? Ha kinnig da familh deomp?
Breizhadez, Henbontadez ha mamm pevar bugel on-me. Ar re-se zo skoliet en un hentad divyezhek galleg-brezhoneg. Beviñ a reomp en Henbont gant ma gwaz. Renourez melestradurel ha finañserel on en un embregerezh kenempriñ ispisializet e adimplij al levrioù. War un tu arall on dilennet ivez e kummun an Henbont hag e tolpad-kêrioù an Oriant ha kemer a ran perzh e buhez ur bochad kevredigezhioù stel Divaskell Breizh (emglev ar c’hevredigezhioù kerent skolidi an deskadurezh katolek). Bez-prizidantez ar gevredigezh on bet e-pad daou vlez. Karget mat eo ma implij amzer !
Gallout a rez lavarout deomp muioc’h diwar-benn Divaskell Breizh ?
Kemeret meus perzh e krouidigezh ar gevredigezh rannvroel Divaskell hag a vod kevredigezhioù kerent lec’hel (kevredigezhioù Dihun ha Divaskell). Skoazell ar c’hevredigezhioù lec’hel d’en em aozañ, en em lañsiñ lec’h e vanka unan, kehentiñ eo pal Divaskell. Krouiñ a ra ul lusk a-benn talvoudekaat an deskadurezh divyezhek galleg-brezhoneg er skolioù prevez katolek.
Perak az peus dibabet enskrivañ a vugale en un hentad divyezhek galleg-brezhoneg ?
Me ouie mat e oe un hentad galleg-brezhoneg e skol Sant Jili en Henbont. Dibabet moe ar skol-mañ neuze evit skol-vamm ma mab. Din-me eo pouezus e vefe anavezet gant ma bugale yezh o zud-kozh. Tremenet e oa mat-tre ar skol-vamm evit ma mab kentañ neuze enskrivet moe ma zri bugel arall er memes skol pa eo deuet ar mare mat ha komañset meus da gemer perzh e kevredigezh kerent skolidi divyezhek ar skol : “Dihun Sant-Jili”.
War lec’h e oa aet ma mab e skolaj brivez Langedig ha goude e skolaj publik Henbont pa oa bet digoret un hentad divyezhek ganto. N’eus moger ebet etre an hentadoù. Pep skol a heul programmoù an deskadurezh stad ha neuze n’eo ket ur gudenn tremen d’ur skol brivez d’ur skol bublik. Tost-tre d’ar ger eo skolaj publik An Henbont ha neuze, bremañ hag ez eus un hentad brezhonek eno, poellekoc’h e oe deomp kas ar vugale d’ar skolaj-mañ, el rezon.
Ha souezhet eo bet da familh ha da vignoned gant da zibab ?
N’eo oa ket ken ordinal da gas ar vugale d’ur skol vrezhonek d’ar mare-se, 15 blez zo (bleadoù 2005). Met anavezet e oe ma engouestl evit ar brezhoneg gant ma familh ha ma mignoned ha n’int ket bet souezhet betek re neuze. War an eil tu e oe bet diaes d’am mamm-gozh eus tu ma zad kompren ma dibab. Eviti e oa liammet ar brezhoneg gant an teñsadennoù he doa tapet er skol. Yezh ar vezh e oe. Ur yezh difennet. Ha neuze n’he deus ket komprenet ma choej da gentañ. Koulskoude hon oe bet tro da gomz en-dro eus ar pezh he doa bevet er skol a-drugarez d’am engouestl. Sikouret neus anezhi d’en em rentañ kont ne oa ket reizh bezañ bet bevet seurt heskinadeg. Sañset e vefe d’ar gevredigezh bezañ divyezhek hiziv an deiz. Evel ma oa da vare ma mamm-gozh, ha gant loc’h ouzhpenn !
Aezamantoù deskiñ danvez skol all gant da vugale peus merzhet ?
Splann eo ! Deuit int da vezañ buan-tre tud ouesk o spered evit tremen d’ur yezh d’unan arall a-zrugarez da vezañ klevet abred ar brezhoneg hag ivez ar saozneg hag a zo kinniget dezho abaoe ar skol-vamm. Ur yezh skeudennek eo ar brezhoneg hag oueskoc’h eo an doare sevel ur frazenn eget e galleg. N’int ket kustumet ar vugale da sevel o frazenn en un urzh nemetken “rener + verb + renadennoù”. Lakaat a ra anezho da gompren e c’hell bezañ disheñvel an traoù. Posupl eo ijinañ doareoù all d’ober.
Evit an danvezioù skol arall, pep bugel zo dibar ha deskiñ a ra pep hini d’un doare dibar. N’on ket evit lâret meus merzhet ur mad pe unan all war deskerezh m’am bugale. Anavezout a ran ar spletoù displeget gant ar bedagogourien diwar-benn an aezamantoù evit kompren traoù difetis, matematikoù da skouer.
A-du-arall eo sur o deus desket da vezañ digor d’ar bed ha digor d’an dud ! Marteze a-drugarez d’ar raktresoù kasaet a-benn gant o skol ivez? Da skouer ez eus bet eskemmoù Erasmus+ adalek ar skol kentañ derez, gant ur veaj e Bro-Spagn evit ma merc’h pa oe he 9 blez.
Ankeniet out bet ? Aon az peus bet da gaout poan heuliañ labour skol da vugale ?
Ne vin ket gwerzhet e brezhoneg ha gwir e oe dija d’ar mare-se. Gouzout a raen e oe tu din kontiñ, anviñ al livioù ha kaniñ rimadelloù evit kregiñ (*c’hoarzadeg*)
Hag evit ar peurrest em eus soñjet e vefe un doare mat kennañ da lakaat mam bugale da vout emren en o deskerezh ha kaout fiziañs eno. Bourablus eo d’ur bugel bezañ an hini a zesk traoù d’ar re zeuet !
Eñvorennoù fentus az peus liammet gant deskerezh da vugale en hentad divyezhek ?
A-wechoù eo diaes d’ar re vihan tout gouiet e peseurt yezh emaint o komz. Lâret a reont emaint o vont da gomz e saozneg, met ober a reont ur frazenn e brezhoneg er fin. A-wechoù all e lakaont gerioù brezhoneg en ur frazenn e galleg. “Oh regarde maman un maligorn !” Fentus a-walc’h eo. Mont a reont d’ar plaenañ evito ha cheñch a reont yezh diboan. Prouiñ a ra n’o deus ket d’ober striv erbet evit komz en ur yezh pe en ur yezh arall.
Tro ho peus d’ober oberiantiz e brezhoneg er-maez eus ar skol ?
Prezidantez Dihun Sant-Jili oen bet a-raok bezañ bet Eil-prezidantez Divaskell Breizh (betek miz Here 2022). D’ar mare-se hon oa aozet skignadennoù tresadennoù-bev ha devezhioù oberiantiz e brezhoneg (pourmenadennoù war-zroad, war vag…) asambles gant an ti-kêr, Emglev Bro an Oriant, ar skol bublik eus ar rouedad Div Yezh hag ar skol Diwan. Se a roio tro d’ar vugale klevout ha komz brezhoneg er maez ar skol ha kejiñ get bugale arall a oad ganto hag a gomz brezhoneg e skolioù arall ar gêr.
Bez’ ez eus ivez ur stal-labour ar c’hoad anvet Spered an Natur lec’h e vez Géraldine o tegemer ac’hanomp e brezhoneg. Aet on eno ar wech diwezhañ gant ma re yaouankañ evit un abadenn fardañ paneroù koad a-benn mont da glask uioù-Pask diwar-lec’h.
E kêr Plañvour a zo nebell e vez aozet abadennoù e brezhoneg pe skignadennoù a-wechoù ha plijout a ra deomp mont di gwechennoù.
A-bouez eo evit ar vugale klevout brezhoneg bev er maez ag ar skol.