Gellout a rez en em ginnig ?
Deus Bro-Leon on a-orin hag emaon o vevañ e Kistreberzh bremañ. Labourat a ran e Ti ar Vro Bro Gwened. Ur mab pevar bloaz ‘m eus Avel e anv. Er skol divyezhek publik Kistreberzh Beau Soleil emañ.
Adalek pe oad az peus lakaet da vugel en ur skol divyezhek ? Douetañs ho peus bet a-raok emskrivañ ho pugel ? Penaos out bet dizaonet ?
Komz a ran brezhoneg dezhañ abaoe e oa bet ganet. Ha neuze evidon e oa naturel da lakaat anezhañ en ur skol divyezhek. Lakaet ‘m eus anezhañ er skol a-raok daou vloaz hanter, e miz Gwengolo peogwir eñ oa prest da vont er skol, ha da grogiñ gant ar re vihan. Aon ‘moa just d’un dra, bez e oa 32 bugel er c’hlas. Mont eus ti ar vagerez lec’h ma oa 4 bugel en ur c’hlasad ken niverus. Met a-benn ar fin e oa aozet mat ar c’hlas, ha bremañ ez eus daou glasad gant strolladoù. Ha tremenet eo bet mat-tre, lakaet ‘moa anezhañ er skol nemet d’ar mintin ar bloaz kentañ, hag e ti ar vagerez d’an abardaez.
Peseurt madoù az peus remerket gant ar c’helenn e brezhoneg ? Evit ho pugel ? Evit ho pugel ?
Gwelet ‘meus eo aesoc’h-aesañ dezhañ komz, n’eo ket lentik. Da gomz ur yezh all, da vezañ gant bugale a oadoù disheñvel en deus lakaet anezhañ da vezañ muioc’h en e aes.
Graet ‘meus un hentad divyezhek ‘ba dihun. Kroget ‘m eus da gomz brezhoneg da bemp bloaz, betek ar vachelouriezh. Komz a ran saozneg ivez met pas er gêr. Ha kompren a ran Spagnoleg. Yezh an ti zo ar brezhoneg.
Ober a rit traoù e brezhoneg gant ho pugel er maez eus ar skol ? Aes eo kavout darvoudoù evit ar vugale er maez eus ar skol ?
N’eus ket a-walc’h! E Kistreberzh ‘n eus ket kalz traoù aozet evit ar vugale e brezhoneg. Aozet ‘m eus lennadennoù e brezhoneg amañ e Ti-ar-vro Gwened. Kroget ‘m eus al lennadennoù gantañ pa oa bihan. Bez’ ez eus ur sinema ivez e-pad mizvezh ar brezhoneg evit diskouez filmoù e brezhoneg d’ar vugale e Kistreberzh. Aet eo bet ivez gant an droiad tresadennoù-bev Daoulagad Breizh. Mod all e glaskan mont ivez d’ar festival Gouel Broadel ar Brezhoneg da skouer, amañ ez eus abadennoù evit ar vugale, plijet e oa bet Avel da gemer perzh er gouel-mañ. Klasket ‘meus mod all, mont e darempred gant brezhonegerien o deus bugale divyezhek evit kaout tro-dro deomp un aergelc’h brezhonek.
Kemer a rez perzh e gevredigezh kerent Kistreberzh, petra eo pal ar gevredigezh-se?
Krouet hon eus ar gevredigezh kerent lec’hel Div Yezh Kistreberzh, ha prezidantez ar gevredigezh on abaoe daou vloaz. Kemeret hon eus perzh ar bloaz-mañ er Redadeg pa oa tremenet e Kistreberzh. Dreist e oa evit ar vugale! Ha warlec’h e klaskomp kemer perzh e gouelioù a zo dija aozet e Kistreberzh evit bezañ gwelet un tammig er vro, ha krouiñ darempredoù gant an dud. A-wechoù ober a reomp ur stand war ar marc’had bio, ha labourat a reomp ivez gant an Amicale Laïque evit aozañ traoù asambles. Krouet hon eus ivez ar gevredigezh evit pouezañ war an Deskadurezh-Stad, rak bezañ ur gevredigezh eo aesoc’h evit aozañ emvodoù, emgavioù. A-bouez e oa pa hon eus stourmet evit kaout postoù kelennerien all ha deuet omp a-benn! Tri c’hlasad a vo e Kistreberzh ar bloaz a zeu ! A-benn ar fin emañ pal ar gevredigezh kerent gwellaat buhez ar skol, ha klask kinnig traoù e brezhoneg evit ar familhoù.
Ha petra vez graet gant ar gevredigezh evit skoazell ar gerent ha n’int ket brezhonegerien?
Kinniget hon eus e anv ar gevredigezh kerent, ur stummadur gant Virginie Pronost eus Miltamm evit deskiñ d’ar gerent penaos lakaat un tamm brezhoneg er gêr gant kanaouennoù, rimadelloù da skouer. Graet hon eus un hanter devezh stummadur a oa dedennus-tre, ha sur a-walc’h e vo graet en-dro!
Pouezus eo evit ar gerent na gomzont ket brezhoneg kaout alioù evit gellout implij un tammig ar brezhoneg ha kompren ar pezh e vez lâret a-wechoù gant ar vugale. Da skouer, dedennus eo evit ar gerent gouzout penaos e vez distaget ar gerioù e brezhoneg evit al lenn. Mat eo kaout levrioù gant pladennoù evit lenn istorioù d’ar vugale, mod all e vez prenet alies levrioù ganto ha ne vez ket implijet peogwir n’o deus ket un taol-mouezh reizh ha difaziet int alies gant ho pugale!