Accueil » Skolioù » Penn-ar-Bed » Plougastell-Daoulas » Skol Diwan Plougastell
Ar bidoc’hig eo skol-vamm Diwan Plougastell-Daoulaz ! Ne oa nemet div skol Diwan e Kumuniezh Kumunioù Brest. Gant Plougastell-Daoulaz ez eus bet digoret un trede skol a oa gortozet e bro ar sivi gant kalzik familhoù. An div skol all e Brest a oa bugale eus Plougastell-Daoulaz enno. Eus ar gumun e teu lodenn vrasañ ar vugale hag eus kumunioù tost. A-drugarez da labour ar c’homite skoazell n’eo ket bet hir an traoù. E miz Kerzu 2015 e oa bet an darempredoù kentañ etre mammoù ha tadoù bugale gant sez ar rouedad Diwan e Landerne. E miz Meurzh 2016 e oa bet savet ar c’huzul skoazell. Goude emvodoù foran ha sikour ar maer e oa krog ar skol-vamm da zegemer bugale vihan e miz Gwengolo 2017. Da lavaret eo nebeutoc’h eget daou vloaz prientiñ. Ur sapre taol kaer a berzh ar c’huzul skoazell !
Emañ staliet ar c’hlas kentañ en ur savadur-fiñv lakaaet gant skoazell an ti-kêr e-kichen sal ar bagad hag ar c’helc’h keltiek e ti Bagadañs, hag a-benn daou pe dri bloaz e vo kavet ul lec’h brasoc’h. Ne vo ket ar bagad o seniñ pa vo ar vugale er skol e-kichen. Siwazh dezho marteze ! Buhez hir da skol Diwan Plougastell-Daoulaz !
Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ
Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol
Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.