Skol Diwan Lokournan

1 plasenn ar c'hezeg
29290
Lokournan
02 98 89 03 59
diwanlokournan@gmail.com

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

War-dro un hanter-kant bennak a vugale zo e-barzh tri c’hlas. Ur c’hresk brav zo bet abaoe ma oa bet digoret ar skol dek vloaz zo. Ur bloavezh bennak e oa bet digoret daou glas war an dro, pezh na oa ket bet gwelet morse e rouedad Diwan.

Bep daou vloaz e laka bugale ar skol o gwiskamantoù ar grennamzer evit gouelioù ar grennamzer e Lokournan. War ar pemdez emaint er bed a-vremañ hag e vez raktresoù graferezh ouzh moger ar skol gant ar Brestad Eddy Barklemm. Gant ar c’helc’hiad tri eo bed ar mor, hag ar genstrivadeg loened an donvor en Oceanopolis. Bageal a vez graet e Porsal nepell ivez.

Ur raktres kantin zo gant ar skol. Evit ar mare e feurm ar GDP ur c’harr-boutin da gas ar vugale d’ar c’hantin, ar pezh a goust ker-ruz.

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan lokournan

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.