Accueil » Skolioù » Penn-ar-Bed » Karaez » Skol Diwan Karaez
Chañs he deus Skol Diwan Karaez. Amañ e vez gwelet ar skol Diwan evel ur skol bublik evel ar re all ! N’eus ti-kêr all ebet e Breizh moarvat a ra ken brav d’ur skol Diwan. Paeet e vez ar skoazellerezed-mamm gant an ti-kêr. Gante e vez graet war-dro ar vugale evit ar c’hantin hag an diwallerezh ivez. Da greisteiz e teu div vaouez ouzhpenn eus an ti-kêr evit ober war-dro ar vugale. Evit an distro skol 2018 e vo ar skol en ur savadur nevez. Kentelioù sport a vez kinniget ivez gant an ti-kêr evel er skolioù publik all. Se ne vir ket ouzh ar c’huzul skoazell hag ar GDP da aozañ abadennoù a bep seurt a-hed ar bloaz, pa ne vefe nemet evit kengred rouedad Diwan. Startijenn zo ganto ha labourat a reont en darempred gant ar gelennerien. Ur foar al laou brudet er vro a vez bep bloaz, ur marc’had evit an Nedeleg er c’hoc’hu, hag ur marc’had bio. An dud a youl vat ne reont ket diouer evit mont d’an Erer Kozh ivez.
E skol Diwan Karaez e vez kalonekaet ar vugale da vont e brezhoneg e porzh ar skol hag en diwallerezh kement hag er c’hlas. En maternelle et en CP on utilise du matériel incitant au travail en autonomie des élèves. Elfennoù pedagogiezhioù nevez a vez implijet evit lakaat ar vugale da vezañ oberourien. E Tremargad e ya ar vugale ivez d’ober kanoe, marc’hegañ ha bezañ en natur.
Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ
Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol
Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.