Skol Diwan Banaleg

29 straet Sant-Lucas
29380
Banaleg
02 98 39 54 90
ec.0292030Z@ac-rennes.fr
Rouedad skolioù
Diwan

Kinnig ar skol

Fiñvet e vez kalz e Skol Diwan Banaleg ! Ur skol eürus tost d’an natur. Ar gelennerien a labour asambles ha laouen int, p’o doa bet ur pevare post kelenner e 2016. Goude merenn e vez eskemmet klasoù gant ar gelennerien alies. Lakaet e vez da dalvezout barregezhioù pep kelenner : sportoù, arzoù, yezhoù, kan, dañs, gouren hag all. Neuze en em gav pep kelenner goude kreisteiz gant meur a live asambles gantañ. Plijadur zo ! Kalzik sport a vez graet war an aod ivez, kaiak ha surf da skouer. Ur skol bras a-walc’h eo skol Diwan Banaleg, gant ouzhpenn pevar-ugent skoliad. Deut eo mat ar skol gant an ti-kêr hag an holl vugale a ya da gantin ar gumun. E 1987 e oa bet plantet ur wezenn gant ar skol e kreiz-kêr Banaleg e-kichen an iliz. Deut eo brav ar wezenn hag emañ he gwrizioù e bered kozh Banaleg ! Pebezh arouez, evit ar brezhoneg a ra e hent en-dro a-drugarez da Ziwan pa oa tonket da vervel. Kalz abadennoù aozet gant kuzul skoazell Diwan Banaleg a vez graet asambles gant skol Diwan Tregon evel ar pred pesked e Trevignon e-pad an hañv. Un digarez da zisplegañ d’an douristed ha da dud ar vro petra eo Diwan. A-hend-all eo mil vrudet fest-noz Pilhoù ar skol, eil dibenn-sizhun miz Meurzh, hep kontañ ur foar al laou, ha gwerzh ar c’hrampouezh evel-just !

Kas ur postel d'ar skol

Evit ho koulennoù emgavioù, ho koulennoù enskrivadurioù.

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit kenskrivañ gant kerent ar skolidi, anavezout buhez ar skol.

skol diwan banaleg

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.