Un niver bras a dud a oa en em gavet asambles e miz Even 2008 evit sevel Skol Diwan Rianteg. Ur gwir mor a dud prest da labourat asambles evit sevel o skol Diwan. Diouzhtu e oa bet laosket un dachenn d’ar c’huzul skoazell gant an ti-kêr. Savet e oa bet ar skol penn-da-benn gant kerent ar skol dindan ur bloaz ! Meur a varregezh a oa er skipailh : tisavourien, artizaned ha tud evit merañ mat an arc’hant. E miz Gwengolo 2009 e oa bet digoret ar skol. Pevar bugel warn-ugent a oa bet diouzhtu en distro-skol kentañ. Ne oa ket bet gwelet an dra-se gwech ebet er rouedad Diwan ! An darempredoù a oa bet mat adalek ar penn kentañ gant ar maer d’ar mare-se hag heñvel eo gant ar maer nevez. Lec’hiet brav eo ar skol e-kichen ar c’hantin, ar sal sportoù, hag hini ar c’hleweled ouzhpenn. Bremañ eo kig-ha-fars a vez aozet gant ar c’huzul skoazell hag ar Gevredigezh Deskadurezh Pobl (KDP) evit kavout arc’hant, ha miliadoù a grampouezh e gouelioù ar vro.
E-tal ar mor emañ ar skol, neuze e ya alies ar vugale d’ober anaoudegezh gant an natur, ar mor hag aod dibar ar Mor-bihan ma vez graet bageal ganto. Eskemmoù a vez gant bugale Pondi ivez. Gouren a vez graet gant an holl glasoù er c’hentañ derez.
Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ
Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol
Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.