Skol Diwan Pondi

Quai des Récollets
56300
Pondi
02 97 25 48 82
skol.diwan.pondi@diwan.bzh
https://skoldiwanpondi.jimdofree.com/
Rouedad skolioù
Diwan

Kinnig ar skol

Ur skol bras a-walc’h ha brav, a-hed ar ganol, e kreiz-kêr Pondi.

Brasaet ha nevesaet eo bet nevez zo skol Diwan Pondi, gant div sal glas nevez, ur sal evit ar gelennerien, ur sal evit tud ar GDP hag ar c’huzul skoazell. Hag evit ar wezh kentañ e vo ur sal embregerezh-korf !

E skol Diwan Pondi e komz razh an dud er skipailh brezhoneg mod Gwened, ar gelennerien hag an div skoazellerez-vamm gopret gant kevratoù didermen. Troet eo ar skol war ar c’han hag ar c’hoariva. Kalzik eskemmoù a vez ivez etre bugale pep klas. Gant ar re vras e vez sikouret ar re vihan evit pep tra, hag evit brudañ ar brezhoneg ! A-hed kanol Brest-Naoned emañ ar skol, ar stêr Blavezh an hini eo. Ar re vras a ya a-wezhioù war varc’h-houarn a-hed ar ganol ha labouret e vez kalz war ar an natur tro-dro d’ar stêr. Ur raktres kantinenn bio ha lec’hel a vez àr ar stern gant ar skol.

Kas ur postel d'ar skol

Evit ho koulennoù emgavioù, ho koulennoù enskrivadurioù.

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit kenskrivañ gant kerent ar skolidi, anavezout buhez ar skol.

logo diwan pondi

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.