Skol Diwan Gwened

3 hent-dall ar Bohalgo
56000
Gwened
02 97 47 85 92
skol.gwened@diwan.bzh
http://www.gwened.diwan.bzh/
Rouedad skolioù
Diwan

Kinnig ar skol

Ur skol vras eo deut da vezañ ha re strizh e teu da vezañ al lec’h evit gellout sevel klasoù nevez nac’het ez eus bet bugale memes. E reter Gwened emañ ha klask zo war ul lec’h all evit kaout un adskol e kornôg Gwened. Darempredoù mat zo gant an ti-kêr hag e vez prestet salioù ganto pa vez ezhomm aozañ abadennoù ha n’eo ket re uhel feurm ar skol kennebeut. C’hoarioù zo bet staliet ganto er-maez ivez. Boued hag evaj a vez gwerzhet gant ar c’huzul skoazell e meur a fest er vro hag e forom ar c’hevredigezhioù. N’eus nemet amañ e Gwened ma vez graet ur foar dilhad ha dafar evit ar vugale. Ar pevare bloaz a vo e miz C’hwevrer 2018. Pep kenprezidant eus ar c’huzul skoazell a vez kiriek eus aozadur ur fest pe un abadenn bennak, gant sikour ar re all evel-just.
E skol Diwan Gwened e vez kaset alies ar vugale er-maez. Mont a reont da di an natur da skouer. «Skol an arvesterien» a vez ivez. An dud a ya gant o bugale d’un arvest bennak hag en em gavont gant an arzourien. Ha warlerc’h e vez labouret war se er skol. Amañ e vez kentelioù noz brezhoneg bep lun. Ar gelennerien a gas anezho a youl vat evit tud ar vugale, mar plij ! Hag arabat c’hwitañ war «blog al lamponed» brudet war ar rouedad, blog ar c’helc’hiad tri !

Kas ur postel d'ar skol

Evit ho koulennoù emgavioù, ho koulennoù enskrivadurioù.

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit kenskrivañ gant kerent ar skolidi, anavezout buhez ar skol.

logo diwan gwened

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.