Ur skol vras eo Skol Diwan an Oriant gant tost da gant bugel.
Lodenn vrasañ ar vugale a zeu eus kumun an Oriant. Ar vugale a ya da gantin ar skol bublik e-kichen. Dont a ra tud an ti-kêr amañ evel er skolioù all er gumun evit «skol ar marc’h-houarn», gant un archer mar plij, evit deskiñ d’ar vugale reolennoù ar bleinañ. Labouret e vez ar c’hoad amañ ivez kalzik : troc’hañ, pegañ, sevel traoù, gant bugale CE2, CM1 ha CM2. Un tren ha kirri-nij o doa aozet evel-se ! Ha kanet e vez kalzik amañ ivez betek mont da Gan ar Bobl. Ur raktres liorzhiñ zo war ar porzh, gant rotelerezh.
Gant ar c’huzul skoazell e vez aozet foar al levrioù e miz Mae er skol, levrioù kozh ha nevez, ouzhpenn al loto, foar al laou, ar c’hig-ha-fars hag ur stand krampouezh e gouelioù etrekeltiek an Oriant. Ar vugale hag ar gerent o zud en em gav e-pad un dibenn-sizhun gant skolajidi Skolaj Diwan ar Mor-bihan eus Gwened, evit dastum avaloù hag ober chistr. Un abadenn a vez gortozet gant mall gant an holl bep bloaz.
Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ
Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol
Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.