Skol Diwan Felger

7 bale Gué Maheu
35300
Felger
02 56 47 53 86 / 06 51 17 71 77
diwanskol.felger@gmail.com

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Ar pempvet distro-skol e oa e 2017.

Kresket eo buan ar skol betek kaout 46 skoliad eus ar re vihan betek ar CM2.
Brav-kenañ eo ar skol. Tost d’an natur neuze, e-kichen ur park divent hag un dachenn velldroad. Tost da greiz-kêr eo ivez ha d’ar vediaoueg lec’h ma vez a-wezhioù ur saloñs al levrioù evit ar re yaouank.
Chañs he deus ar skol da gaout tud a ro arc’hant bep miz. Ar re a ro a oar e c’heller disklêrian ar profoù d’an tailhoù, 66 dre gant eus ar sammad roet a vez tennet diouzh an tailhoù. Peurrest an arc’hant ret a vez dastumet gant an deiziataerioù evel er skolioù all, gwerzh ognon Rosko ha kig-ha-fars.
Tud ar c’huzul skoazell n’int ket tud o deus bugale er skol. Tud ar GDP a ra kalz labour ivez, betek al labour kontouriezh. Er skol-vamm e vez implijet lod eus dafar Montessori, traoù e koad a servij d’ar vugale da labourat o-unan. Efedus-bras eo evit ar vugale ampechet, hag evit an holl, doujus da lusk ar vugale. Gant an doare-se e sell ar gelennerien ouzh pep bugel hag e welont buan war petra en deus pep hini ezhomm da labourat.

An enskrivadurioù zo digoret a-hed ar bloaz, degemeret e vez ivez ar vugale adalek 2 vloaz.

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan felger

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.