Skol Diwan Sant-Brieg

19 boulevard Carnot
22000
Sant-Brieg
02 96 78 27 60
skol.sant-brieg@diwan.bzh
https://sant-brieg.diwan.bzh/
Rouedad skolioù
Diwan

Kinnig ar skol

E 1980 e oa bet digoret Skol Diwan Sant-Brieg. Staliet eo nepell diouzh ar porzh-houarn.
Nevez zo ez eus bet skrivet ul levr, embannet gant Aber, gant skolidi skol kentañ derez, “Spont er C’hoad” e anv. Ul levr a vez lennet e kalzik skolioù Diwan. Amañ e vez krouet e brezhoneg pa’z eo a-bouez krouiñ evit lakaat ur yezh da vevañ ! Evel-se e oa bet labouret warlene gant “Les ramoneurs de menhir” da sevel tri zon ha labouret e oa bet war un atersadenn gant Radio Kreiz Breizh. Ar skol zo en ul lec’h nemetken, ne oa ket aes ober eskemmoù etre ar c’hlasoù en ur skol e daou lec’h, ar vugale a yae war droad etre an daou. Gant ar skol-vamm e oa bet gounezet er genstrivadeg Terallies, ur saloñs labour-douar e Sant-Brieg. Savet e oa bet ur ruskenn gant traoù adaozet evit “ti-feurm ar vugale”. Evel-se o doa gellet re vras ar skol-vamm mont da dremen un devezh kaer digoust e Lambal, er greoù broadel !

Skol Diwan Sant-Brieg a vez skoazellet gant an ti-kêr hag e c’hell ar C’huzul skoazell aozañ ur fest-noz bep bloaz e sal Robien dibenn-sizhun kentañ miz Here. Miliadoù a voutailhadoù chug frouezh avaloù a vez gwerzhet ivez bep bloaz ! Ar vignetennoù “Skoazell Diwan” a vez lakaet gant an dud war o otoioù pe war gwerenn ar stalioù a oa bet graet diwar atiz tud kuzul skoazell Sant-Brieg a gas anezho bep bloaz d’an holl e rouedad Diwan.

Kas ur postel d'ar skol

Evit ho koulennoù emgavioù, ho koulennoù enskrivadurioù.

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit kenskrivañ gant kerent ar skolidi, anavezout buhez ar skol.

logo diwan sant brieg

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.