Skol Diwan Pempoull

2 hent Kergiquel
22500
Pempoull
09 61 41 18 36
skol.pempoull@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

Ur skol vihan eo skol Diwan Pempoull, war vord ar mor e Bro Ouelo, ha startijenn zo ganti !
E karter Plounez, a oa gwechall ur gumun, emañ ar skol. Kempennet brav ha plijus evit ar vugale. An eskemmoù gant skolioù all eo ar perzh dibar e skol Diwan Pempoull. Eskemmoù gant skolioù Diwan all, ha gant skolioù Calandreta eus Okitania ha Seaska eus Euskadi, ha n’int ket nemet eskemmoù dre lizher. Warlene e oa deut bugale Calandreta Gaillac en Okitania da welet skolidi Pempoull e-pad ur sizhunvezh. Bugale ar c’helc’hiad 2 a yelo betek Gaillac e-pad ur sizhunvezh er bloavezh skol-mañ.

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan enfants

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.