Skol Diwan Lannuon

15 straed ar skol, Logivi
22300
Lannuon
02 96 37 49 03
skol.lannuon@diwan.bzh

Rouedad skolioù

Diwan

Kinnig ar skol

E Logivi-Lannuon, ur gêriadenn eus kumun Lannuon, emañ staliet skol Diwan Lannuon. Eus ar skol ez eus ur gwel brav-meurbet war ar Leger ma vez gwelet koulzioù ar bloaz o cheñch.
Ur skol vras eo skol Diwan Lannuon hag unan eus ar re gentañ.E 1977 e oa deut ar vugale gentañ er skol. Ur mare zo bet o doa ranket stourm tud bugale ar skol evit derc’hel ar skol war gumun Lannuon.

Deut int a-benn hag ar skol a ra berzh. Moarvat eo ar skol ar muiañ “etrevroadel” e-touez an holl skolioù Diwan. N’eo ket souezhus tamm ebet gant an holl embregerezhioù pellgehentiñ zo e Lannuon a vez desachet gante ijinourien hag implijidi eus ar bed a-bezh. Bez ez eus bugale liesyezhek e-leizh er skol: Saozon, Poloniz, Spagnoliz, Rused, Alamaned… Hag ouzhpenn o yezh dezho e teskont neuze brezhoneg dre soubidigezh adalek ar skol-vamm.

Kas ur postel d'ar skol

Evit goulenn un emgav pe en em enskrivañ

Kit e darempred gant ar gevredigezh kerent

Evit eskemm gant ar gerent ha dizoloiñ ar vuhez er skol

logo diwan enfants

Dorioù digor

Devezhioù dorioù digor a vo evit ar skol-se dizale marteze !
Lennit deiziataer an dorioù digor evit gouzout hiroc’h.