ecole.bzh, al lec'hienn evit kavout ur skol e brezhoneg.
Ma ho peus c’hoant gouzout hiroc’h war an divyezhegezh abred galleg-brezhoneg, ma ho peus c’hoant anavezout ar skolioù lec’h e vez kelennet ar brezhoneg nepell ho ti adalek ar skol-vamm, pe ma ve klasket ganeoc’h dorioù digor evit kejañ gant ar skipailhoù gelennerien, el lec’h mat emaoc’h!
Perak choaz an divyezhegezh
galleg-brezhoneg ?
Ar vugale a stumm o barregezhioù komz a-raok 7 vloaz. Stummañ a reer ar varregezh-se ur wech hepken en e vuhez. D’ar mare m’emañ ar vugale o tiorren o skouarn hag o barregezh da stummañ sonioù. Tennet e vez e vad eus pep tra evit en em stummañ. Klevout yezhoù liesseurt eo un doare evit ar vugale d’en em binvidikaat ha d’en em zivorfilañ.
An divyezhegezh a vez savet en un doare speredek ha broudus evit ar vugale pa denn ar yezh d’o endro sevenadurel, karantezus ha sokial. E Breizh, ar brezhoneg eo an eil yezh komzet ar muiañ goude ar galleg. Ar brezhoneg a vez klevet, gwelet, lennet en un doare naturel en hor buhez pemdeziek – anvioù-lec’h, anvioù-tud, mediaoù, internet, rouedadoù sokial, embann, kreizennoù- dudi – ha muioc’h-mui er bed micherel.
Neuze tadoù ha mammoù, bec’h dezhi!
Kavit skol divyezhek
ho pugale >
Ouzhpenn 300 skol ez eus e Breizh, sur a-walc’h ez eus unan nepell ho ti, evit ma vo ho pugel divyezhek galleg-brezhoneg! War al lec’hienn-mañ e vez kavet roll ar skolioù lec’h e vez kinniget adalek ar c’hlas gentañ, un hentad divyezhek pe dre soubidigezh. Klaskit ar skol a zo diouzh ho toare war al lec’hienn, en ur implijout kartenn ar skolioù pe en ur skrivañ ho kod post.
Teir rouedad disheñvel a ginnig kelenn ar brezhoneg : bez’ eo tri doare disheñvel en em gloka an eil egile evit ma vo kavet ganeoc’h ar skol a vo mat d’ho pugel. Pe e vefe er c’helenn publik, er c’helenn divyezhek pe er c’helenn Diwan kevredigezhel : doujañ a ra ar skolioù da holl brogrammoù an Deskadurezh-Stad en ur lakaat argerzhioù an divyezhegezh abred e pleustr. Kit e darempred ganto eta ha kit d’o dorioù digor. Gallout a rit ivez en em gavout gant ar c’hevredigezhioù tud skolidi, a vez douget raktresoù ganto e pep hini eus an teir rouedad.
Testenioù
Bep miz, lennit testeni un den desket ar brezhoneg gantañ en ur skol divyezhek pe gant an deskadurezh dre soubidigezh e brezhoneg. Kontet e vez gant ar vrezhonegerien-mañ ho skiant-prenet hag ho sell war madoù an divyezhegezh abred hag emdroadur dibaouez ar yezh.
Goulc’hen : an divyezhegezh dre soubidigezh e Diwan
Penaos e vez kelennet e brezhoneg er skolioù Diwan? Penaos e teuont ar vugale da vezañ divyezhek dre soubidigezh?