Bannière en breton du site ecole.bzh
Bannière mobile en Breton du site ecole.bzh

Perak dibab an divyezhegezh galleg-brezhoneg ?

Etre 0 ha 7 vloaz e vez savet o galloud da gomz gant ar vugale. Ur wech hepken e vez savet ar galloud-se er vuhez a-bezh.

D’ar mare-se eo e vez diorroet e zivskouarn hag e varregezh da zistagañ sonioù gant ar bugel. Tapout a ra kement tra a c’hall klevet tro-dro dezhañ. Klevet meur a yezh zo evitañ un doare da binvidikaat ha d’en em zispakañ.

An divyezhegezh a vez savet en un doare speredek ha broudus evit ar bugel pa vez liammet ar yezh gant hec’h endro (sevenadurel, afektivel ha sokial).

 

Ar brezhoneg eo ar yezh a vez komzet ar muiañ goude ar galleg e Breizh. Gallout a reer klevet anezhañ bemdez en anvioù-lec’h, anvioù an dud, ar mediaoù, an Internet, ar rouedadoù sokial, an embann, ar c’hreizennoù-dudi ha muioc’h-mui er bed micherel.

Neuze tadoù ha mammoù, bec’h dezhi !*

* Offrez-lui cette chance !

Ar rouedadoù skolioù

Dre soubidigezh ha kevredigezhel

Logo du réseau d'école Diwan

Ur rouedad skolioù, laik, digoust ha digoret d’an holl eo Diwan. Eno ez eo ar brezhoneg ar yezh deskiñ ha bevañ. Degaset e vez ar galleg tamm-ha-tamm evit ma vo barrek ar vugale war an div yezh. 55 skol Diwan zo. Skoliata a reont muioc’h eget 4 000 skoliad. Ar skolioù, meret en un doare kevredigezhel, zo dindan gevrat gant ar Stad.

Muioc’h a ditouroù :

Divyezhek publik

Logo de l'association de parents d'élèves Div Yezh

10 000 skoliad eus ar skol-vamm d’al lise e 230 skol eo ar c’helenn divyezhek publik. En ur heuliañ ar programmoù e vez implijet ar brezhoneg evel ar galleg er vuhez pemdez er c’hlas pe er skol, e kement tachenn deskiñ zo, gant ar pal tizhout ar memes barregezh en div yezh e fin ar skoliata. Ar rouedad kerent “Div yezh” a sikour ar familhoù a-hed an treugad-se.

Muioc’h a ditouroù :

Divyezhek katolik

Logo de l'enseignement catholique Bretagne

Ar C’helenn Katolik e Breizh a ginnig d’ar familhoù ur rouedad gant muioc’h eget 110 skol gant un hentad divyezhek, dasparzhet un tammig e pep lec’h e Breizh. Eus rummad ar re vihanañ betek ar c’hlas Termen ez eus 5 500 skoliad oc’h en em zispakañ a-drugarez d’an deskiñ e brezhoneg.

Muioc’h a ditouroù :

Kavit ar skol tost d’ar gêr !

Ne vern pelec’h emaoc’h o chom e Breizh ez eus dre ret ur skol nepell hag a ginnig d’ho pugel bezañ diyezhek, galleg-brezhoneg. Kavout a reot amañ-dindan ur gartenn ma c’hallot klask ar skol-vamm hag a vo mat deoc’h.e-touez an holl skolioù a ginnig an doare treugad-se adalek ar skol-vamm.

Aes eo da implijout ! Merdeit war ar gartenn war-eeun pe :

  • klikit war ar werenn-greskiñ (Icone recherche de OpenStreetMap) war ar gartenn,
  • skrivit anv ar gumun a zedenn ac’hanoc’h.

Posupl e vo deoc’h sellet ouzh ar skolioù a zo war ar gumun klasket pe nepell diouti !

Kavout a reot daveennoù ar skolioù (niverenn bellgomz, postel, lec’hienn internet, pajenn facebook) ha gallout a reot goulenn diganto penaos e c’hell bezañ degemeret ho pugel !

Pa vo kavet ar skol, pellgomzit pe kasit ur postel dezhi evit kaout un emgav !

Cheñch a ra ar gartenn bep bloaz gant skolioù nevez digoret un tamm e pep lec’h e 5 departamant Breizh. Ma n’ho peus ket kavet unan e lec’h ma vefe aes enrollañ ho pugel e aliomp deoc’h mont e darempred gant kevregigezhioù kerent (Diwan, Div Yezh pe Divaskell) pe gant Ofis Publik ar Brezhoneg.

M’ho peus goulennoù all, pellgargit ar blegfollenn evit kavout un nebeud respontoù all !